Rio Grande (Norzhamerika)

Evit sterioù all ar ger Río Grande, gwelit ar bajenn disheñvelout.

Ar Río Grande hag an adstêrioù

Ar Rio Grande, anavezet evel Río Bravo del Norte pe Río Bravo e Mec'hiko (dreist-holl evit al lodenn en ardraoñ d'ar c'hember gant ar Río Conchos), Tooh Baʼáadii e navac'hoeg, Kótsoi en apacheg jicarilla, zo ur stêr hir ha bras, 3 037 km hed dezhi, hag emañ hec'h andon e Colorado e SUA. War he 2 018 km diwezhañ, adalek El Paso, Texas, e talvez da harzoù naturel etre ar Stadoù-Unanet ha Mec'hiko. Aberiñ a ra e pleg-mor Mec'hiko.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne